Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
Le carousel
Cliquer sur la photo pour l'agrandir, puis flèches clavier pour naviguer (51 photos)
- Reportage photos -
Breizh manif 2016 e Naoned : ar fotoioù
Ha bet oc’h bet e Naoned er vanifestadeg da-geñver adunvaniñ Breizh ? Ha chomet oc’h er gêr, pe el labour ? Ne vern ! Setu ur c’haier a luc’hskeudennoù evidoc’h…
Par Yann Lukaz pour ABP le 27/09/16 14:56

Ha bet oc’h bet e Naoned er vanifestadeg da-geñver adunvaniñ Breizh ? Ha chomet oc’h er gêr, pe el labour ? Ne vern ! Setu ur c’haier a luc’hskeudennoù evidoc’h…

Pet a dud a oa ? Diaes da anaout. 10.000 den hervez an aozourion pa oe distroet an dibunadeg da blasenn bro Holland vihan. Nebeutoc’h hervez an ABP, hag - anat eo - nebeutoc’h c’hoaz hervez mediaoù ha n’eo blij ket Breizh dezhe. E-pelec’h emañ ar wirionez ?

Ar pezh zo sur : ne oa ket dister, braz a-walc’h e oa evit Naoned. Diposubl gwellout pe gompren petra a vez o c’hoarvezout e-dibenn an dibunadeg pa vezer o vale e penn-araok. Trouz strakerezioù a oa klevet a-wechoù, met dre biv ha perak ?

Dre vraz e oa sioul ha trankilik an dibunadeg, evel da gustum e manifestadegoù seurt-se. Sonerion ha politikourion e penn-araok. Dereat oa an aergelc’h, ha pell diouzh hini ar vanifestadegoù feuls a-enep da « lezenn al Labour » pe a-enep da « NDDL » da skouer, hag int c’hoarvezet e Naoned e 2016 ivez pa oe kanfarted - deuet deus pelec’h, den ne oar ? - o tistrujañ traoù publik pe gwerennoù stalioù zo, memes ! Houmañ, ar Breizh manif, a oa peoc’hus nemet en e-dilost?... hervez kont.

Un digarez e oa d'ar manifestourien nann-Naonediz da dreuziñ kreiz-kêr an Naoned en ur vont gant un hent dedennus :

- ti-Fnac ;

- hent-kroaz ar C’henwerz, lec’h ma gej an holl linennoù tramway ;

- savadur Breizh ;

- boulouard an hanter-kant gouestlad pe ostaj ;

- skeudenn ar Jeneral de Gaulle ;

- Prefeti ha Kuzul-departamant Liger-Atlantel ;

- Iliz-veur Sant-Per ha Sant-Paol ;

- Kastell Duked Breizh (pe Kastell an Naoned) ;

- ha distro d’ar blasenn loc’hañ.

Un digarez da doullañ kaoz e brezhoneg, da gejañ gant tud pe vignoned ha ne weler ket anezho alies. Evel-se emañ stêr ar vuhez !

Peseurt sin eus Breizh a vez kavet e Naoned, war ar pemdez ? Ouzhpenn panelloù divyezhek (Nantes/Naoned pe c'hoazh Saint-Herblain/Sant-Ervlan) e vez gwelet daou banniel Gwenn ha Du nemetken. An eil dirak Tour Vreizh, egile dirak Kuzul an Departamant. Dirazo e dremen an dibunadeg. Mes, netra war voger kastell an Naoned (eur seizenn dister ha diboell nemetken), na war an ti-kêr (bannieloù kêr-Naoned a zo memestra enno), na war ar porzh. Gwasoc'h c'hoazh, pa teu ar vag-dre-lien « Belem » amañ e vez difennet dezhi diskouez ar Gwenn ha Du (koulskoude eo bet hi savet e Chantenay, Breizh, e-dibenn an XIXvet kantved !).

Setu perak, ma kavoc’h e vez gwelet un tolpad a vannieloù war ar fotoioù diskouezet gant ar pennad-mañ, na zizoñjit ket n’eo ket ar memes abadenn a-hed an amzer boutin…

N’am eus ket bet tro da selaou ouzh an holl dud komzet er mikro war al leurenn gante. Koulskoude, diwar am eus klevet :

- ar bolitikourien a zo o c’hortoz ma teuio ur souten braz digant ar bobl ;

- ar bobl a zo o c’hortoz ne vezo ket ar bolitikerien treitour d’ho mennozhioù, d.l.e d’an adunvaniñ Breizh…

Kompren a raio Yann Gouer ar pezh a c’hello.

Ur goulenn a chom : petra diwar-benn an dazont ? N’eo ket echu an abadenn, tamm ebet. Koulskoude, traoù all zo da ijinañ - ar pezh a zo bet lâret - ivez : votadegoù lec’hiel, ha me oar-me… war an dachenn bolitikel, ha pas war zachenn ar mediaoù hepken…

Evit poent, setu ur veaj-vihan e kreizig-kreiz an Naoned…

"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
[ Gwelout pennadoù all gant Yann Lukaz]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons