Penn Kelenn an traoñ : daou zen degemerus en un ti-maen kozh ha brav, peadra da vezañ laouen war an douar patatez-mañ
Mikael Kerne a gane e bloavezhioù 70, bevet en doa bet gant Jisket e Tahiti hag en ti e vez gwelet kalzig a traoù degaset ganto. Kanañ a reont asambles bremañ. Ar sonenn "bugel an tan" a zo bet adkemeret gant Louise Ebrel n'eus ket pell. A-bouez eo kaout seurt kanaouennoù evit ma vefe adkanet gant an holl vrezhonegerien, ampart pe o kregiñ.