Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/26/26879_1.jpg
- Point de vue -
Bleu Breizh Izel erlec'hiet gant RTL e gouelioù an Oriant
Gwin gwenn ar vro ebet, Keriadenn gengred ebet, ha Bleu Breizh izel ebet ...
Par Fanny Chauffin pour ABP le 31/07/12 13:23

Gwin gwenn ar vro ebet, Keriadenn gengred ebet, ha Bleu Breizh izel ebet ...

Met petra a c'hoarvez ? Daou vloaz ' zo dija e oa gwin gwenn Bourdel serviijet er festival (marc'hadmatoc'h eget hini ar broduerien vihan Naoned kredapl, ha "sistem luzietoc'h eget hini sponsor ar festival", a oa bet respontet d'an dud o tiskouez e oant dipitet). Da c'houde' oa bet lavaret ne vefe ket mui eus Keriadenn gengred... ha bremañ ne vo ket heuliet ar festival gant France Bleu Breizh Izel met gant RTL. ( (voir le site) France Inter, radio servij publik, a zo bet skarzhet evit ur radio privez a ra arc'hant hag a ro arc'hant, anat deoc'h.

Ma doue, biskoazh kemend-all ! Dija, pediñ ur vro geltiek a zifenn ar galleg forzh pegement oa un dra, met aze, ma ne vefe ket Radio bro Gwened, petra a chomfe eus ar festival war gwagennoù ar vro ???

Voir aussi sur le même sujet : stourm
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 4 commentaires
alan bouteiller Le Mercredi 1 août 2012 18:55
Ha neuze ? Petra zo fall barzh an afer-se ?
Brudetoc'h vo ar festival evel-se.Kalz muioc'h a dud vo tizhet evel-se. Piv a selaou RBG ? Nebeut-tre a dud ha skignañ a ra RTL war Breizh a-bezh 'm eus aon ( ha n'eo ket war pevar departamant evel veze graet gant Radio France dre RFBBI ha France Bleu Armorique).
(0) 
Kantreour Le Mercredi 1 août 2012 19:19
RFBI a zo nul hec'h abadennoù peurvuiañ. Evel Arvorik FM ha gwashoc'h c'hoazh Radio Bro-Gwened
Ne fell ket din lakaat an hu war an animatourion a ra pezh a c'hellont, ha pa vefent dindan ar stad pe er gennad kevredigezhel.
Pezh a fell din diskleriañ avat eo ne sealouan ket mui rak displijadur am bez re alies.
War bouez abadenn ar Sul d'ar sadorn da 18e ha d'ar sul da 9 eur war Arvorig FM. Seurt abadennoù n'eus ket e galleg... ha n'hell ket bezañ !
(0) 
David ar Rouz Le Mercredi 1 août 2012 20:13
Da gentañ, ne gomprenan ket diàr ar pennad-skrid-mañ ha RBG pe FBBI an hani eo a rae àr-dro ar gouelioù a-raok. Goût a ran e oa ag RBG àr al lec'h, met kevelour oa FBBI ivez ? Ha perak 'vehe an eil pe eben ha n'eo ket an eil hag eben ?
Da eil eh eus c'hoazh ag ar gêriadenn gengred, ma lennan mat àr lec'hienn ar Gouelioù. Dilec'hiet eo bet, met aze 'vo.
(0) 
David ar Rouz Le Jeudi 2 août 2012 12:10
Klevet ar mintin-mañ àr gwagennoù RBG : dilec'hiet 'vo ar studioioù d'an Oriant.
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 1) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons