Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Bazh Valan : etre an native speakers hag an neo-vrezhonegerien
Deuet e oa Lena Catalan d'an Alre evit displegañ palioù BCD ha doare da gas ar raktres "Bazh Valan" war raok
Par Fanny Chauffin pour FC le 20/04/15 11:39
:

Deuet e oa Lena Catalan d'an Alre evit displegañ palioù BCD ha doare da gas ar raktres "Bazh Valan" war raok

Anavezet eo Lena evit he stourm evit Kernitron al Lann, ar re zibaper e Brest, he zaol-mouezh bro Leon : met ouzhpenn d'an dra-se eo bet karget ar plac'h da gas ar raktres "Bazh Valan" war raok.

Mont a ra da welout kalzig a c'hevredigezhioù e pep bro, evit ober anaoudegezh gant tud a gomz brezhoneg hag a anav mat rouedad ar vrezhonegerien er vro.

Piv a vefe laouen da zegemer un den o teskiñ ar yezh ? Piv a vefe prest da glevout ur brezhoneg desket e kentelioù noz hep lavarout atav : "n'eo ket memes brezhoneg" ?

Hervezi e vefe e Breizh 100 000 den o doa desket ar brezhoneg war barlenn o mamm : un digarez evit ober ur pont etre ar remziadoù oad, ha da zreuzkas ur brezhoneg bev ha gwriziennet er vro.

Voir aussi :