Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Dépêche -
Barzhoniezh : arzourien a galite, barzhed a-vremañ
Dilun, e sal Ti Douar Redene, barzhed Breizh ha telenn. Goude bezañ bet dibabet an haiku gwellañ Taol Kurun 2012 war dem al laboused, e vo graet un abadenn barzhoniezh e
Par Fanny Chauffin pour ABP le 6/01/12 20:55

Dilun, e sal Ti Douar Redene, barzhed Breizh ha telenn

Goude bezañ bet dibabet an haiku gwellañ Taol Kurun 2012 war dem al laboused, e vo graet un abadenn barzhoniezh e brezhoneg penn da benn, mar plij !

Embannet e vo an disoc'hoù gant Alan Kervern, mestr an Haiku e Breizh, ha displeget gantañ arz an haiku ha perak eo ken priziet ar barzhonegoù-berr-se gant an interneterien e bed a-bezh. 380 barzhoneg degemeret gant ar festival, ur bern o tont eus Roumania, pemp korn ar bed, Kebeg, Brussel, e brezhoneg, galleg, galloeg, kembraeg ha saozneg...

Enoret e vo Anjela Duval gant Bastian Guillou o tisplegañ diskouezadeg ar gevredigezh "Chas Anjela Duval", lenn ha raio barzhonegoù ar varzhez. Da c'houde e vo Mai-Ewen, priz Imram 2012 ha Brigitte Kloareg o tibuniñ hag o kanañ barzhonegoù all. Sonet e vo telenn gant tonioù bro An Aven gant Anne Postic, un delennourez ganet er vro, nepell, e Mellag.

Da 8 e 30, digoust.

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons