Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Barzaz Breiz e Maner Kernot : lennegezh Breizh e dilhad Sul
200 a dud, 11 prezegenner brudet, sinema, abadenn Yann-Fañch Kemener, abadenn gant Marthe Vassalo....
Par Fanny Chauffin pour FC le 13/11/15 22:31
:

200 a dud, 11 prezegenner brudet, sinema, abadenn Yann-Fañch Kemener, abadenn gant Marthe Vassalo....

Met piv e oa Kervarker : un arkeologour, ur politikour, ur brezhoneger ? Pep perzhiad a zistroio d'ar ger gant ar respontoù roet gant kelennerien skol veur deuet da Vaner Kernod evit prezegenniñ e-pad daou zevezh.

Ur sapre labour a zo bet kaset gant ar CRBC evit prientiñ, embann, aozañ... ha danvez a zo evit klaskerien an dazont hag evit ar re sot gant an istor, gant istor ar Barzaz Breiz.

E Kemperle, evit deiz-ha-bloaz ganedigezh Kervarker oa bet lidet an den meur gant meur a dra : traoù brav ha simpl evit beilhadegoù e Maner Kernod gant konterien ha kanerien brezhonegerien holl, bugale o teskiñ kontañ "dek den b'ar boden ui" e skol Diwan Kemperle, ar c'hollog e Kernod, ha traoù drol un tamm evel un abadenn e galleg penn da benn...

Evel al levr "Barzaz Breiz" an ti-embann Coop Breizh gant ger ebet e brezhoneg e-barzh. Geo, geo, an titl... Hag hiziv an deiz evit an neb a garfe anavezout oberenn Kervarker e brezhoneg ? Adembann ebet, siwazh...

Voir aussi sur le même sujet : Barzaz Breizh, lennegezh