E 2017 e oa deuet Jean Pierre Pichard e Tachad ar gomz b'an Oriant evit displegañ penaos gouzout dibab ur whiskey mat, ha lakaet en doa festivalerien da dañva whiskey blended, whiskey mat a-walc'h evit echuiñ gant ar "Porzh Charlotte", mat ken-ken !
Disadorn, evit enoriñ memor rener kentañ ar festival e oa bet graet a bep seurt traoù, ur vunutenn didrouz, met dreist holl ur vunutenn tarzhadenn daouarn o strakal, ha gant ma gendalc'ho an dañs, ar muzik, ar pipe bands, ar bagadoù da lakaat an dud da zañsal, gant ar galon o tridal !
Setu perak pa vo evet un Ed du (taouarc'heg, mar plij ganeoc'h), pe ul Lagavulin (17 vloaz, single malt), un Ophraig, un Taliscar, ur ..., pa vo tañvaet, soñjit en den arbennik a rede e bro Skos evit dizoleiñ an hini gwellañ, an hini dedennusañ. Kenavo Jean Pierre ha mersi deoc'h !!!