Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
photo
PAOTRED PAGAN WAR O AOD
- Musique -
Pladenn Kentañ PAOTRED PAGAN
A nevez eo deut er-maez pladenn kentañ strollad gwall anavezet e bro bPagan 13 kaner brezhonegerien a-vihanig ha 3 soner ennañ, da lavarout eo: PAOTRED PAGAN «A HED AN AOD»
Par Bruno LE GRAS pour ABP le 3/12/13 17:46

A nevez eo deut er-maez pladenn kentañ strollad gwall anavezet e bro bPagan 13 kaner brezhonegerien a-vihanig ha 3 soner ennañ, da lavarout eo:

PAOTRED PAGAN

«A HED AN AOD» ho tigaso a hed 17 kanaouenn a denn ouzh ar mor pe ouzh an aod, lod mil anavezet, lod da zizoleiñ, lod da selaou, lod da zañsal, en o zouez Tri Martolod, War Bont an Naoned, Ar Gemenerez Yaouank, Merc'hed Keriti...

Pezh ne vez ket kavet aliez, daoust d'an niver bras a strolladoù kanaouennoù mor, a zo kanaouennoù mor e brezhoneg kinniget er bladenn-se hag a zo un darn eus hor glad a oa ret da saveteiñ ha da reiñ ur vuhez nevez dezhañ.

Kempennet eo bet an tonioù evit 4 mouez paotred gant René ABJEAN paotr Plougerne kustum d' ober seurt labour abaoe bloavezhioù.

Kontet e vez e kanaouennoù-se buhez kalet ha plijus war an dro, troioù-kaer ar voraerien pell anezho diouzh o muiañ karet, pesketaerien, bezhinaerien start o labour dezho.

Pezh a zo un tammig dreist ordinal aze eo e vez kanet seurt kanaouennoù a lies-vouezh gant sikour boest an diaoul, gitar ha bouzouki.

Arabat kaout aon chom hep kompren ger rak dre ma vez kanet e brezhoneg bro Leon eo aes a-walac'h da intent zoken evit deraouidi.

Roll ar ganaouennoù ar bladenn-se a zo un tañva eus pezh a vez kanet gant Paotred Pagan boaz ma vezint da gas an dañs e festoù-noz pe zeiz ar gorn bro, pe da ganañ e sonadegoù.

M' ho eus c'hoant da c'houzout un tamm muioc'h a-ziwar o fenn kit da welout o c'hartenn-kinnig war: (voir le site)

M' ho peus c'hoant mont e darempred ganto pe o pediñ mont da ganañ evidoc'h, postelit da: paotredpagan [at] gmail.com

Hag evit ho plijadur e vez gwerzet ar bladenn war (voir le site) a zo un embregerez eus bro Wened

Voir aussi sur le même sujet : PAOTRED PAGAN
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
doaretaer ABP evit Pariz ha Brest
[ Gwelout pennadoù all gant Bruno LE GRAS]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 4) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons