Kemper d'ar 26 a viz Eost 2010
Kemennadenn eus Gorsedd Breizh : Breudeuriezh Drouized, Barzhed hag Ovizion Breizh
.
Ar ger « communautarisme » a vez graet gantañ alies gant lod eus aduidi nemeto ar mennozioù republikan da gas da get oberiantiz strolladoù sevenadurel, relijius pe etnikel ha mirout ouzh ar strolladoù-se ma vefe gounezet gwirioù ganto. Peget e vez seurt skritell ouzh kein difennourien yezh ha sevenadur Breizh.
Oberiantiz ar strolladoù tud-se ha pa vefe kaset da benn e framm ar stourm demokratel, a vez tamallet dezhi memes tra lakaat en arvar unvaniezh ha dirannadusted ar Republik.
Goursez Breizh, Breudeuriezh Drouized, Barzhed hag Ovizion Breizh, kevredigezh preder dengar, a felle dezhi sachañ evezh an dud war an traou gwirion evel m'emaint a-eneb d'ar sorc'hennoù filozokel skignet gant aduidi nemeto ar Republik.
Evit gwir emañ pennaenn ar wallziforc'h e lein ar Stad republikan. Klask a ra al lein-se ober un diforc'h etre an dud dezho ar vroadelezh gall, ar pezh a zo control d'ar mellad kentañ eus al Lezenn Diazez.
Gwashoc'h c'hoazh : dibabet o deus renerien ar Republik gall skeiñ gant ur strollad etnikel ispisial, d.l.e ar Romed, anezho koulskoude sitoyaned eus Europa evel ar C'Hallaoued.
Ar c'hreskadur-se en euzhusted a deu war lerc'h an aergelc'h mougus skignet gant an diviz diwar benn idantelezh broadel Bro C'Hall
Dija o deus graet ar c'hazetennoù en estrenvro gant « glanidigezh etnikel » (« ethnic cleansing ») eus politikerezh ar Gournamant gall.
Goursez Breizh a sav a enep fallaenn ar gouarnamant war ar surentez, blaz ha c'hwez ar ouennelouriezh warni. Klask a ra hor renerien e giz se kuzhat an trabasoù a zo ouzh o c'hrignat ha c'hwitadenn o folitikerezh sokial hag ekonomikel. Gelver a ra ar C'Hoursez da gemer perzh er manifestadegoù aozet gant Kevre Gwirioù Mabden d'ar 4 a viz gwengolo da skouer.
Evit ar C'Hoursez, Per Vari Kerloc'h
Drouiz Meur Breizh
plg : 06 07 77 15 89