Herve Riou Le Mercredi 17 août 2011 20:17
Mat-kaer. Met daoust hag-eñ e vo posupl a-benn ar fin da lenn e Ya! traoù all estreget rentaoù-kont gouelioù an hañv, plijadurioù Yann Vreton o tañsal ha pajennoù brizhlennegezh n'o deus netra d'ober en ur gazetenn sizhuniek. Daoust hag-eñ hor bo un deiz ur gazetenn gelaouiñ savet gant tud ganto un tamm preder war emdroadur hor c'hevredigezh hag an ezhommoù anezhi. Ur gazetenn deomp-ni hor sikourfe da gompren ar bed hag a gomzfe eus an holl demoù gant ur gwir sell breton ha kazetenner. Aze 'mañ an dalc'h.