Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Chronique -
Ar werzhenn hag ar mor : penaos kontañ glac'har hag anken
Displeget gant Brigitte Kloareg, ur ganerez milvrudet amañ ha tramor
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 27/07/17 14:56
:

Penaos displegañ an diouer a sonennoù a vez savet hiziv an deiz e brezhoneg ? Dic'houest, holl ar ganerien a vez gwelet er festoù noz ? Koulskoude gant Konogan an Habask, Rozenn Taleg, Morwenn le Normand... e krog ar remziad yaouank da gemer harp war labour Denez Prigent, Denez Abernot, Bernez Tangi... Met kement a zarvoudoù spontus (repuidi e Mor Kreizdouarel, ar voulenn douar en arvar, tud yaouank lazhet war an hent 'pad an dibenn-sizhun, planedenn kriz ur bern tud e Breizh...) a zo, ne vez ket skrivet ha kanet istorioù nevez a-walc'h. Ijinit ta, ma grogfe ur werzhenn gant : " E bloavezhioù 2017, pa oa Macron e penn Bro C'hall, eus skwatt Brest e oa bet skarzhet, bugale gant un ti-kêr dall..."

Ale, tudoù, un tamm lañs, un tamm dismegañs, un tamm... intrudu ?

Voir aussi sur le même sujet : stourm, kan da selaou, dastum
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 1 commentaires
yan Le Jeudi 27 juillet 2017 15:40
Bravat soñj, finat goulenn, hogen perak en em gevomp er blegenn-mañ ? Aes gouiet, a-vec'h ma oa krog tud Storlok da ganañ darvoudoù o amzer war tonioù o amzer e oad krog da zistreiñ war-zu "an hengoun", sede paotred kreiz-Breizh deuet en-dro eus Pariz o kanañ evel ar re gozh, gwisket evel ar re gozh roched, kasketenn hag all, reiñ o mouezh da'r PCF ha komz galleg a-benn ar fin (hag enep breizhatav evel-just Aogust).
Lazhet trumm, torret al lañs ; se 'zo kaoz ne voe ket klevet e Breizh torad strolladoù evel e Kembre pe e bro Euskal.
Pezh 'zo bet tapet diouzh un tu (an hengoun) a zo bet kollet diouzh an tu arall (liv an amzer).
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons