Stumdi a ginnig ur stummadur nevez adal miz Gwengolo 2008 :
Ar stummadur uhel war ar brezhoneg
Ar staj-se a vo e bal lakaat ar vrezhonegerien (implijidi, tud dilabour, tud all) da vezañ en o bleud da vat gant ar brezhoneg, dre gomz ha dre skrid.
Kregiñ a raio, neuze, ar prantad kentañ e Plañvour (56) eus an 8 a viz Gwengolo d'ar 5 a viz Kerzu 2008 ha digor e vo da veur a vrezhonegerien : an implijidi a implij ar brezhoneg war o zachenn micherel (kelennerien, kazetennerien…) hag o deus c'hoant da zonaat o anaoudegezh eus ar yezh, an dud dilabour o deus c'hoant da wellaat o live yezh a-benn kavout ur post-labour divyezhek, an dud all o deus c'hoant tapout ul live uheloc'h e brezhoneg.
Chom a ra plasoù c'hoazh evit an dud dilabour (o stummadur a c'hello bezañ kemeret e karg gant Rannvro Breizh).
Goulennit ur follenn enskrivadur da :
STUMDI - BP 311 - 29800 Landerne/Landerneau
pgz : 02 98 21 39 94
Mel : bzh.stumdi [at] wanadoo.fr
Pa vo degemeret ar follenn enskrivadur leuniet e vo kinniget deoc'h un emgav.