Interessant eo komzoù Lenig : ret e vefe mont da glask ar re yaouank evit gwelout anezho aliesoc'h o reiñ un tamm sikour ha skoazell d'ar re gozh.
E bro Euskadi ne gomprenont ket perak e vez kement a dud gozh oc'h ober war dro gouelioù, festivalioù ... e Breizh.
Pa vez graet da amzer labour a youl-vat du-se, e yes da azezañ evit bezañ servijet gant ar re yaouankañ. Pep hini e dro.
Amañ e Breizh, e vez gwelet alies ar re yaouank o c'hoari gant o Ipode pe o straniñ gant ur banne bier, pa vez tud 80 vloaz o tougen eoul ar fritez, o renkañ ar standoù, o naetaat ar salioù festoù-noz...
Ha ma vefe gwir ar pezh a vez lavaret gant Lenig ? Poent eo skubañ al leur dirazomp. Plas a zo evit ar re yaouank ? "Gerontocratie" : peseurt ger e implijfec'h-c'hwi e brezhoneg ?