Gant Yann Gerven eo aet ar priz lennegel e brezhoneg 2014, ur priz a vez deroet gant ker Wened bep bloaz abaoe 2011 , evit e zastumad danevelloù a zo e ditl « Traoù nevez », embannet gant Skol Vreizh.
Ar vrud en deus Yann Gerven da sevel skridoù gwriet mat gant ur yezh pinvidik, bev ha resis, gwir mat eo !
Ur gwir blijadur e vo da Yann Lenner lenn an danevelloù-se a zo koñtet enne tammoù buhez tud a Vreizh-Izel kaset-digaset er bed hiziv. Daou live lenn zo e skridoù Yann Gerven, ur stil dezhañ e-unan, rak en desped d'ar fent ha d'ar goapaerezh silet en e oberennoù ez eus peadra da brederiañ un tammig war diaesterioù ar vuhez pemdeziek hag o fouez.
Da bep hini e lod, neketa ?