Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Ar « KTKS » (Kenstrivadeg Tuta Kelennerien ar Skolioù) nevez : ar brezhoneg d'ar blotoù. UDB Kreiz Breizh a sav krenn a-enep doareoù dismegañsus gouarnamant Sarkozy
Maketenn nevez ar KTKS (Kenstrivadeg Tuta Kelennerien ar Skolioù) zo bet embannet, gant ar gouarnamant, d'al lun 13 a viz Here 2008, met siwazh deomp, rout ebet ar yezhoù-bro en
Par Hervé Le Gall pour UDB Kreiz Breizh le 14/10/08 14:22

Maketenn nevez ar KTKS (Kenstrivadeg Tuta Kelennerien ar Skolioù) zo bet embannet, gant ar gouarnamant, d'al lun 13 a viz Here 2008, met siwazh deomp, rout ebet ar yezhoù-bro en amprouennoù anezhi, na meneg ebet enni eus ar c'houkour ispisial evit tuta ha stummañ kelennerien ar skolioù divyezhek a oa bet krouet, goude bloavezhioù stourm, er bloavezhioù 2001/2002.

UDB n'eo ket evit kompren nag anduriñ un dismegañs a-seurt-se, a-berzh gouarnamant Nikolaz Sarkozy. Ne zeu ket war-soñj hini ebet eus ar gardidi hag an dilennidi a ra war-dro maketenn nevez ar KTKS zo eus ar yezhoù-bro, ur vezh ruz eo !

Ober fae war an 12500 bugel a zo e klasoù divyezhek Breizh, re Diwan, re Div-Yezh ha re Dihun, ober fae war o familhoù hag o skolaerien, n'eo ken. UDB a c'houl groñs digant Xavier Darcos ha gouarnamant ar Stad C'hall, lakaat an amprouennoù yezhoù-bro hag ar c'honkour ispisial, evit an tuta kelennerien divyezhek e maketenn ar « KTKS » nevez.

A-walc'h gant an dismegañs… UDB a c'houl groñs, o welet an difoutre ma vez ar Stad gant kelennadurezh hor yezh, ma c'hello ar Vretoned ha dilennidi kuzul rannvro Breizh, e Roazhon, kaout galloudoù hag arc'hant d'ober war-dro kelennadurezh ar brezhoneg, kement-se en ur dennañ gounit eus al lezennoù war an digreizennañ,

Da c'hortoz, emsaverien UDB yay war an dachenn da stourm asambles gant an holl dud a fell dezhe ma vo doujet eus gwirioù Pobl Breizh da vezañ desket en he yezh. Netra vat da gaout digant gouarnamntoù Pariz, deomp-ni Bretoned, e Breizh,da stummañ un dazont d'hor yezh!

Evit UDB Kreiz Breizh :Herve ar Gall

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons