Ouzhpenn ar fed m'eo bet mouezhiet al lezenn da zigeriñ an eured keodedel d'ar pared heñvel o rev gant "lezenn Taubira", e talc'h ar gouarnamantoù, an eil war-lerc'h egile, da gas war-raok Sevenadur an Ankoù, hag e sav tud a vilionoù, evel n'eus ket bet gwelet biskoazh e Frañs dre ma'z eo kontrol al lezennoù-se, n'eo ket hepken ouzh ar pezh a soñjont hogen ouzh ar skiant vat ha dreist-holl ouzh al "lezenn naturel", hini gwirvoudelezh hon natur den :
- ur familh a zo, dre natur, un tad, ur vamm ha bugale ;
- pep bugel en deus, dre natur, un tad hag ur vamm a zo o c'harg e sevel ;
- ar GPA a ya a-du gant un tebet "Gwir da gaout bugale", pa ranker e gwirionez komz eus "Gwirioù ar bugel" unan anezho o vezañ ar gwir da gaout un tad hag ur vamm ;
- ar GPA a zo sañset difennet e Frañs met "Kelc'hlizher Taubira" eus miz genver 2013 a laka bugale, ganet evel-se, da vezañ anavezet gant al lezenn ;
- ar maouezed n'int ket da vezañ korvoet o feurmiñ o c'hof gant ar GPA ;
- ar PMA/GPA a zo war an hent da vezañ aotreet e Frañs dre forzh boazañ ar c'hedveno hag o lezenniñ da "stourm" ouzh an "digevatalder" a-fet gwirioù etre ar familhoù ordinal hag an tebet "familhoù" gant pared heñvel o rev.
- anvidigezh an Itron Najat-Belkacem e penn ministrerezh an "Desavadurezh Broadel"(sic) a dalvez ez eo mennet ar gouarnamant da genderc'hel gant degas dodenn ar revelezh er skolioù, pa 'z eo un dra brevez a aparchant d'ar gerent, hag ivez, da heul, da vrudañ an heñvelreviadezh d'ur mare ma'z eo bresk ar vugale war ar poentoù-se, hag evel-just kenderc'hel gant ar gealiadurezh faos a-grenn e vije kevatal ha daskemmus paotred ha merc'hed,hag e vefe reizh "cheñch rev" ma kar unan henn ober !...
- traoù all a zo, evel kresk an tailhoù evit an tiegezhioù gant bugale niverus, krennadur an ehan evit ar mammoù o paouez gwilioudiñ hag all hag all.
Emglev An tiegezhioù a gemero perzh en Diskeladeg d'ar Sul 5 a viz Here da zont, hag a c'halv an dud a zo stag ouzh ensavadur naturel ar Familh da vont gantañ.
Ur c'harr-boutin adalek Landerne 'zo aozet, poent eo lakaat e anv. 40 euro dre zen.
Postel : eat [at] orange.fr 02 98 25 10 72 (voir le site)