Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
photo
- Présentation de livre -
Ar gitar tredan, ur romant gant Jakez-Erwan Mouton
E dibenn an ugentvet kantved emañ ar sonerezh punk gant e skedoù diwezhañ. Erwan, paotr bord ar mor, eo gitarour ha pennkaner ar strollad The Privateers. Ha treuzañ a ray e sonerezh ar speurenn en deus savet etre ar bed hag eñ ?
Par Anne-Sophie Leborgne pour An Alarc'h le 4/05/10 16:33

E dibenn an ugentvet kantved emañ ar sonerezh punk gant e skedoù diwezhañ. Erwan, paotr bord ar mor, eo gitarour ha pennkaner ar strollad The Privateers. Ha treuzañ a ray e sonerezh ar speurenn en deus savet etre ar bed hag eñ ? Daoust ha lakaat a ray e galon da vezañ leuniet gant karantez ? Gwall rouestl a zegaso e buhez Estelle, plac'h kêr, poellek ha parfet, tapet he c'halon gant unan all dija.

Jakez-Erwan Mouton a daolenn dimp un istor tud ha karantez e kevredigezh disleberik ha reuzus studierien ha yaouankizoù an amzer-se.

Priz kentañ ar Yaouankiz en devoa tapet e 2007 gant e romant Katrina.


Ar gitar tredan est un roman en breton qui se déroule à la fin des années 80 dans le milieu des jeunes et des étudiants en Bretagne. Erwan est guitariste et chanteur dans le groupe punk The Privateers. Sa musique parviendra-t-elle à abattre ce mur qu'il y a entre lui et le monde qui l'entoure ? Parviendra-t-il également à conquérir Estelle qui en aime un autre ?

102 p. – 12 x 19 cm – Mae / mai 2010 – ISBN 978-2-916835-17-4 – "8,50 €"

An Alarc'h 14 Louzaouenn-an-Hañv / rue du Muguet
22300 LANNUON
02 96 48 03 00
kab [at] brezhoneg.org
(voir le site)

Voir aussi sur le même sujet : livre
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn