Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Ar C'hoursez Breizh a salud ar prezegennoù e korseg. Souezhet eo n'eus ket bet memes tra e yezhoù Breizh e Roazhon
Kemennadenn ar C'hoursez Breizh evit ar c'hazetennoù diwar-benn an ober gant ar yezhoù-rannvro er bodadegoù nevez kadoriet warlerc'h votadegoù an 13 a viz Kerzu paseet.
Par Ludovic Louboutin pour Gorsedd de Bretagne le 29/12/15 18:29

Kemennadenn ar C'hoursez Breizh evit ar c'hazetennoù diwar-benn an ober gant ar yezhoù-rannvro er bodadegoù nevez kadoriet warlerc'h votadegoù an 13 a viz Kerzu paseet.

Ar C'hoursez, Breudeuriezh Drouized, Barzhed hag Ovizion Breizh, a salud ar prezegennoù e korseg e Bodadeg Korsika a berzh an dilennidi nevez warlerc'h votadegoù an 13 a viz Kerzu.

Logo Goursez Breizh.

Pennoù bras nevez ar vro a zo bet paket peg ganto er gwir hag er Frankiz da genofisielaat yezh Korsika tal kichen ar galleg, ar pezh a lak en araj evel boas bandennad jakobined ordinal Bro C'hall.

Merzhet eo bet gant ar C'hoursez n'eus ket bet un taol-kaer a seurt-se e Roazhon a-berzh ar skipailh nevez kadoriet.

Souezhet e c'hell bezañ ar C'hoursez pa'z eo bet respontet d'he goulennoù (gwelit anezho war hol lec'hienn internet°) gant Jean-Yves Le Drian, hennezh war ar renk d'ar mare-se, « e oa bet degemeret a unvouezh e 2004 ur mennad oc'h anzav ez ofisiel ar brezhoneg hag ar gallaoueg evel yezhoù Breizh tal kichen ar galleg ».

Ar C'hoursez a zo kerse ganti peogwir eo aet, war a seblant, ar mennad-se en drouziwezh a benn ar fin, marteze dre ma'z eo graet gant ar stad a zifrae er mare-mañ da stankañ an hent da gement komzenn demokratel o tirenkañ an talbenn nasional republikan divizet e Paris.

Aliesoc'h eget biskoazh e c'houlenn an ober gant yezhoù hor bro war an dachenn foran un emzalc'h dieub. Gedal a reer betekhenn an disterañ hardizegezh a berzh hon dilennidi a Vreizh.

E Kemper d'an 21 a viz Kerzu 2015

Per-Vari Kerloc'h, Drouizh Meur Breizh

° Goulennoù gant ar C'hoursez ha respontoù gant Jean-Yves Le Drian (e galleg) : (voir le site)

Document PDF Goursez Breizh : An ober gant ar yezhoù-rannvro er bodadegoù nevez kadoriet warlerc'h votadegoù an 13 a viz Kerzu 2015. Source :Goursez Breizh
Voir aussi :
logo
Gorsedd Breizh : Breudreurieuzh Drouized, Barzhed hag Ovizion Breizh, savet e 1899.
Fraternité des Druides, Bardes et Ovates de Bretagne, fondée en 1899.
[ Gwelout pennadoù all Gorsedd de Bretagne]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons