Karaez, abadenn fin ar bloaz. Liseidi war al leurenn, hag en o zouez, ul lisead Termen, en e aes, ec'h unan evit lakaat ur sal leun chouk da c'hoarzhin
Ober goap ouzh al lise, ar gelennerien, a zo un dra ordin e fin ar bloavezhioù lise. Met pa vez doujañs ha fent, ha labour evit klask tapout taol mouezh ur penngasour, pe ur c'helenner, pa vez ur brezhoneg yac'h ha liesseurt implijet gantañ, emaomp aze en un doare da welet n'eo ket ar brezhoneg hini ar skol hepken, met ivez hini ar grouidigezh, ar fent, ar c'hoarzh,ar from ...