Penaos gouzout eus pelec'h e teu an anvioù tud e brezhoneg ? Eus ar Bibl ? Eus ar Grenn Amzer ? Pe eus micher an dud, korf an dud ? Aze e oa 60 a dud b'an Oriant evit selaou ar mestr bras...
War an dorgenn, 6e noz. Tomm eo c'hoazh an heol ha dont a ra niverusoc'h-niverusañ an dud evit gouzout perak eo anv o mab bihan "Gwenael", pe anv "Jouanno" o tont eus ar c'hastilhaneg, pe pas ? Evit pep goulenn, pe dost, en doa Serj ur respont. Sikouret gant levrioù tev lennet mat gantañ, desket oa bet bochad traoù gant pep hini a selaoue anezhañ. Bremaik, en audio, ar brezegenn en he fezh.
2 | 1 | Tweet |
|