Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Anthony Renaudin : troour, romantour ha skolaer
Skrivet en doa daou levr evit ar re yaouank : \"Iskisat breur bihan\" hag \"Ar Voest\"
Par Fanny Chauffin pour Festival Taol Kurun le 17/07/13 23:29
:

Skrivet en doa daou levr evit ar re yaouank : "Iskisat breur bihan" hag "Ar Voest", ha troet ’oa bet gantañ "An Dek Morian bihan" ha "Muntreer an Oriant-Express".

Ur skol deskiñ skrivañ eo an treiñ : kavout ar ger a-zere, klask donaat ar pezh en deus c'hoant ar skrivagner da gontañ hag ar mod d'ober. E Kemperle, e sal-skol Annig, setu Anthony – pe Olier Biguet, m'ho peus c'hoant gouzout anv gwir an den –, skolaer e skol Diwan Naoned, a anzav ne c'hell ket ober hep skrivañ.

Daoust d'e labour leun-amzer er skol, daoust d'e vugale vihan, setu-eñ o kenderc'hel da skrivañ ha da dreiñ, dizehan. Ha trouzioù a glever c'hoazh : marteze, a-benn nebeut, e teuio ul levr troet gantañ er-maez, ur pezh mell hini, skrivet gant... Stephen King !

Voir aussi sur le même sujet : lennegezh, priz ar yaouankiz, diwan