Evit kenstrivadeg konterien Kan ar Bobl bro Gerne e oa bet pedet Anne-Marie, kanerez, dastumerez, stourmerez evit ar brezhoneg e bro Kemperle
Goude un hir a istor ijinet ganti an devezh a raok diwar benn ki an amzeien e forest Toulfoen, setu Anne-Marie o tibunañ rimadelloù dastumet ganti er vro "Kroazig, ma yarig, lost ar big ha lost ar vran, lost an ebeulig bihan..." pe c'hoazh "youpig youpig marc'h ma eontr, da belec'h emaomp o vont ? da Vrest, da Gonk, da gas holen da vamm gozh evit salo he femoc'h kozh"...
Met ne oa ket echu an abadenn : setu-hi o kregiñ da ganañ tonioù dastumet ganti er vro evel plac'h Molan, hag evit an treuzkas, tem festival Taol Kurun 2015, aet eo ar maout ganti : deuet eo merc'hed skol Diwan Kemperle da ganañ ganti div wech !