Prezidantez Galv Karaez a c'houlenn ur gwir programm a ziskouezo doujañs ouzh an dud hag ouzh an douar
Deuet eo Anjel, stourmerez abaoe bloavezhioù, dirak maner Kerampuilh. Eviti, keit ha ma ne vo ket tud solut o do kinnigoù resis d'ober war mont en-dro Breizh, keit ha ma ne vo ket eus un emglev a ziskouezo doujañs ouzh an dud hag ouzh an douar, ne vo ket moaien da vont war-raok. Eus an ekotaos zo bet komzet gant Merret, dreist-holl, met n'eo ket se ur raktres hollek. Petra e teuio da vezañ ar miliadoù a dud skarzhet eus al labouradegoù ? Penaos 'vo ijinet ha savet un doare da labourat an douar gant muioc'h a dud er vro ? Gant micherioù disheñvel, evit gallout kaout bugale hag evit ma chomfe an dud yaouank da labourat e Breizh…