Re alies e vez kredet ez eo lezirek ar vugale a ya goustad, gant poan da gompren ar pezh a vez goulennet diganto,... Met pa vez sellet a-dost ouzh ar vugale-se e vez komprenet o devez kudennoù o tont eus pell, eus o ganedigezh, pe zoken eus ar mizioù diwezhañ a-raok o ganedigezh.
Ar vugale dispraksiek a zo evel ar re all ? Ne vez ket gwelet. Met pa vez goulennet ganto kemer ur re sizailhoù, skoulmañ o lasoù, gwiskañ ur stammenn, broustañ o dent, digeriñ un nor, ne c'hellont ket hen ober.
A-benn kompren mat buhez pemdeziek ar vugale-se he doa Amélie Gape aozet ur boelladenn : pep hini eus ar 25 stajiad a oa er sal en deus gwisket manegoù tev, lunedoù un tamm skotch teñval warno, ha klasket o deus lenn un destenn a oa skrivet gant lizherennoù mesket. Ret e oa dezho didroc'hañ un tamm paper. Bevet o deus ur pennad fromus, e-pad div vunutenn. "Ha neuze, kompren a rit, petra eo, bezañ dispraksiek ? "
Aketus-kenañ e oa ar strollad kelennerien ha skolaerien, ken pouezus eo evito kompren ar c'hleñved-se ha sikour ar vugale nammet. Brasaat ar follennoù, reiñ dezho urzhioù simpl ("pas de double tâche"), reiñ dielloù, sikour anezho da gaout un urzhiataer, un AVS (skoazeller er c'hlas).
Brav ha fromus ar prantad stummañ. E broioù an Norzh e vez sikouret kalz gwelloc'h ar vugale nammet. A-drugarez da dud evel Amelie ez aio war-raok anaoudegezh emzalc'hioù ar skolidi evit ma vo aesoc'h o studioù.