- Dépêche -
An Amzer nevez deuet war Consobreizh
Emañ Consobreizh o paouez degemer un embregerezh nevez war dachenn an embann hag aozañ darvoudoù. An Amzer an hini eo, diazezet e Pornizh. An AMzer embanner emañ o paouez embann
Par Mathieu Guihard pour Consobreizh le 21/12/12 16:53
Emañ Consobreizh o paouez degemer un embregerezh nevez war dachenn an embann hag aozañ darvoudoù. An Amzer an hini eo, diazezet e Pornizh. An Amzer emañ o paouez embann «Harry Potter ha maen ar furien» gant J.K. Rowling, ar skrivagner muiañ lennet er bed. An Harry Potter kentañ e brezhoneg eo, troet gant Mark Kerrain. Mennegomp ivez daou levr a zo deuet er-maez n'eus ket pell zo : «Ce que vous avez toujours voulu savoir sur le breton» gant Lionel Buannic, hag ur romant gant Yann Rivallain, «La convention des anges» e ditl.
Adkavit pajennad An Amzer e brezhoneg war Consobreizh : (voir le site)

Kinnig a ra ConsoBreizh embregerezhioù Breizh d'ar vevezerien hag d'an dud a-vicher. Reiñ a ra ivez titour talvoudus evit beveziñ "mod Breizh". Divyezhek galleg brezhoneg penn-da-benn eo e borchal internet. Evit lakaat e anv d'al lizher kelaouiñ bep 6 miz pe kinnig un embregerezh, ur produer, un artizan, grit gant pajenn darempred e lec'hienn.
Perak beveziñ "mod Breizh", prenañ "mod Breizh, pourchas "mod Breizh" ? War e lec'hienn emañ ar respont :
Vos 0 commentaires