Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Dépêche -
Amzer nevez ar varzhed : barzhonegoù Bernez Tangi
Bernez Tangi, barzh Breizh, troet e dek yezh, en islandeg, poloneg, saozneg, kembraeg ... Ur barzh degemerus ha tost d'an dud, prest da vodañ tro dro dezhañ arzourien Breizh evit lakaat ar gerioù da strakal hag ar brezhoneg e dilhad brav tud ar vro !
Par Fanny Chauffin pour ABP le 3/03/11 21:44

Amzer nevez ar varzhed, "festival de la parole poétique", devezhioù aozet a-zehou hag a gleiz. Ha petra ra an ABP ? Bet omp e Speied evit lakaat ac'hanoc'h da dañva barzhoniezh unan eus barzhed vrudetañ Breizh, awenet gant ar vro, gant yezh komzet e-pad e vugaleaj e Berien, ha traoù ar bed.

Da c'hortoz ur gelouadenn hiroc'h, setu bep eil devezh ur barzhoneg lennet gant Bernez. Da gregiñ ganti, "Stern ar melezour", gant un ton telenn sonet gant Branwenn, merc'h Bernez e Speied.

War lerc'h e vo klevet teir barzhoneg all, ha soñjoù Bernez diwar-benn ar c'hrouiñ e brezhoneg, ar strollad Storlok, hag un nebeud respontoù e galleg a vo ivez.

Lenn a raio barzhonegoù e Landelo d'an 18 a vir Meurzh, hag e Polonia e vo e miz Mae. Soner, kaner, livour, aozer sonerezh gant strolladoù musisianed, emañ Bernez o sevel ur bann treset diwar vuhez Santez Nonn. Un doare da veskañ an tresañ hag ar skrivañ.

Kizellerezh : Olwen Manac'h.

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1115 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons