5000 km a vo graet gant ur garavanenn ispisal : un tandem pevar flas, beloioù evit diskouez eo posubl bevañ en un doare all.
E Baiona oa bet graet ar c'hentañ "keriadenn Alternatiba", gant 40 000 a dud. Evit prientiñ ar brezegenn a vo e miz Du e Paris war dommadur ar voullenn-douar o doa skipailh an Euskariz prientet ur veaj, o chom e meur a lec'h arouezel war an hent : Fessenheim, tiez-feurm bio, Kernitron al Lann, Douarnenez ...
Diriaou e vint ba bro Kemperle, deuit da skoazell anezho gant ho marc'h-houarn, emgav da greisteiz war blasenn Bei, hent Pont Aven evit ober 5 km ganto !
lec'hienn : (voir le site)
klip : (voir le site)