Setu lañset an oberenn veur “Dilennadegoù-kêr 2014 hag ar brezhoneg“, kinniget gant ar strollad Ai'ta ! .
Pal an oberenn-mañ, hag a bado eus miz Genver betek miz Meurzh, a zo goulennata ar muiañ posubl a listennadoù tud war renk an dilennadegoù-kêr e kumunioù pemp departamant Breizh, evit gouzout petra a soñj dezho eus ar brezhoneg ha petra a rint evit difenn ha broudañ anezhañ e buhez foran o c'humun kenkaz e vefent dilennet.
Ar wech kentañ an hini eo e vez kinniget ur c'houlennaoueg evel-se a live Breizh.
Un dra dibar all eo ar mod ma vez kinniget : galvet eo an holl dud a c'hall votiñ hag a fell dezho e vefe lakaet ar gaoz war ar yezh er c'houlzad kaballiñ da skrivañ d'an dud war ar renk en o c'humun.
Evit sikour anezho ez eus bet lakaet ul lizher-skouer hag ur c'houlennaoueg en linenn war ul lec'hienn krouet a-ratozh-kaer :
(ur bajenn facebook ha Twitter zo ivez !)
Warni e vo embannet ar respontoù (pe an diouer a respontoù) a vo resevet tamm-ha-tamm, ha kaset evit holl d'ar mediaoù e deroù miz Meurzh.