Aet eo an Tad Troal d'an anaon d'ar mintin mañ, Gwener ar Brexit, da 9e.
Ur beleg da Jezuz Krist, ezel gredus da Gristenien Breizh, unan eus hon diwezhañ beleien broadelourien, a zo distroet davet e grouer, goude ur vuhez hir : en tu all da zek bloaz ha pevar-ugent e oa.
E Obidoù a vo lidet di Lun da 14e30.
Bet ganet e 1925 ha deuet emzivad abred en e vugaleaj e voe savet en ur familh a gouerien vrezhonegerien e Kombrid, hogen ne oa ket troet da gomz en e is-rannyezh. Brezhoneg Gwalarn an hini a gomze, a youl-gaer.
Lenn ar peurrest eus diverrañ e vuhez : (voir le site)