Gant doan ha from bras eo o deus klevet izili Div Yezh ez eo aet Sylvie Jouan d'an Anaon.
Deuet e oa Sylvie e Div Yezh – kevredigezh tud skolidi evit ar c'helenn brezhonek er skol bublik e Roazhon pa oa c'hoazh APEEB an anv anezhi –, ha kemeret ar garg a brezidantez er gevredigezh lec'hel : Div Yezh bro Roazhon. Ezel eus burev Div Yezh Breizh e oa bet ivez.
Labouret start he doa e-pad meur a vloaz evit ma vefe anavezet ha kelennet ar brezhoneg ha dre ar brezhoneg er skol bublik.
Izili Div Yezh a gemer perzh e glac'har hag e kañv tud he familh. E-ser he gwaz hag he zri bugel eo marvet Sylvie diriaou.
En he gourvez emañ en Ti-kañv – Sal Brehat
33 straed Victor Segalen e Roazhon : 02 99 36 71 95
Hec'h obidoù a vo lidet d'al Lun 25 a viz Here e sal Bered ar Reter e Roazhon ma vo lakaet en douar e-tro 3 eur g.k. Emgav da 2 e 30.
Ur jarl a vo lakaet e digor ar sal ma c'hallo an dud ober un donezon evit an imbourc'h ouzh ar c'hrign-bev.