Eilvet kenstrivadeg bannoù treset : diaes e oa bet d'ar juri bodet e Kemper da zibab etre an dek plankenn kinniget dezho
Benn ar fin eo an istorioù faltazi a zo bet trec'h. Hini Joanne Le Marilier, eus skolaj Plijidi, leun a varzhoniezh "Tabut ar boudiged" zo aet an eil briz ganto.
Evit ar re o dije c'hoant konkouriñ evit ar bloaz o tont, simpl eo : kas a-raok d'ar c'hentañ a viz Mae ur blankenn, gant un istor klok, dindan ur stumm pdf, da afea [at] laposte.net. Ar prizioù a zo 200 euro evit ar c'hentañ, 100 euro evit an eil. Gourc'hemennoù dezho, embannet e vint a-benn nebeut gant Louarnig ha marteze e-barzh ar gazetenn Ya ! Ha gourc'hemennoù evit al labour a galite kaset gant skolajidi Plijidi, met ivez gant reoù Naoned !