Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Présentation de livre -
4 levrig evit Priz ar Vugale
Aozet gant ar gevredigezh fea, e vez graet abaoe 3 bloaz bremañ ur genstrivadeg lenn. D'ar skolidi kelc'h 3 (CE2-CM1-CM2) da zibab peseurt levr en deus plijet dezho ar muiañ.
Par Fanny Chauffin pour ABP le 14/09/09 16:07

Aozet gant ar gevredigezh fea, e vez graet abaoe 3 bloaz bremañ ur genstrivadeg lenn. D'ar skolidi kelc'h 3 (CE2-CM1-CM2) da zibab peseurt levr en deus plijet dezho ar muiañ.

Kinniget e vez dezho, abaoe ur sizhunvezh pevar levr embannet gant Keit Vimp Bev, war stumm an nav a oa bet lennet gant 800 bugel an daou vloaz paseet.

Teo re dev a gont istor ur bugel a zebr re. Evel ki ha kazh : un istor familh o tegemer ur c'hazh ne blij ket tamm ebet d'ar c'hi staliet er gêr abaoe pell. Yellowcake a gont istor ur bugel a grog da studiañ a-drugarez da Internet ha d'ur maen-tislam anvet "Yellowcake". Brezel ar porzh c'hoari pe penaos treuzvevañ war ar porzh pa vez bugale unyezhek o tiskleriañ ar brezel d'ar re a zo divyezhek ?

Levrioù berr (ur c'hard eur lenn evit un den deuet) e lec'h e vez ur bugel 9/12 vloaz o kontañ an istor er c'hentañ gour. Istorioù a vremañ : ar boued, plas al loened e buhez ur bugel, an nukleel, an darempredoù etre bugale ... Evit kemer perzh d'ar genstrivadeg gant ar skolidi, mont e darempred gant ar gevredigezh : afea [at] laposte.net, (voir le site) pe pellgomz d'an 02 98 71 74 94 - 06 79 14 96 87.

evit gwelout ar film graet gant Kristian ar Braz (Priz ar Vugale 2008/9 e Komanna) :

evit kaout titouroù resisoc'h diwar-benn al levrioù: (voir le site)

Document PDF Skritell priz ar Vugale. Source :
Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1628 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 2) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons