Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Laouen eo Mathieu Breton gant ar mod ma ya e stal war-raok. Pediñ a ra an holl da ouel 25 bloaz Coreff e Karaez da zañsal war donioù Red Cardell  Startijenn  Dom Duff  ar Groove Boys  Bagadoù Karaez ha Perroz-Gireg  Les V'lacor  Rock'n Diroll  adalek 6&
Laouen eo Mathieu Breton gant ar mod ma ya e stal war-raok. Pediñ a ra an holl da ouel 25 bloaz Coreff e Karaez da zañsal war donioù Red Cardell Startijenn Dom Duff ar Groove Boys Bagadoù Karaez ha Perroz-Gireg Les V'lacor Rock'n Diroll adalek 6&
- Communiqué de presse -
25 bloaz Coreff : ar bier evel liamm sokial
25 bloaz zo e Montroulez e kroge daou zen gant un avantur bras, krouiñ ur stal produiñ bier. 25 bloaz goude eo diazezet ar vreserezh e Karaez, e-tal an ti-gar. Treiñ a ra ar rod. Fest-noz vras d'an 9 a viz Here
Par Gwenael Dage pour Ya ! le 27/09/10 10:47

25 bloaz zo e Montroulez e kroge daou zen gant un avantur bras, krouiñ ur stal produiñ bier. 25 bloaz goude eo diazezet ar vreserezh e Karaez, e-tal an ti-gar. Treiñ a ra ar rod.

Er bloavezhioù 80, ur wech serret breserezh Kerinou, e Brest, ne veze ket produet bier ebet ken e Breizh. E miz Mae 85, ur wech sellet ganto a-dost penaos e veze graet en tu all d'ar mor, e lakaas Christian Blanchard ha Jean-François Malgorn reiñ lañs d'ur stal nevez, ar "Brasserie des 2 Rivières", staliet e Montroulez, gant o bier kentañ, dezhi ul liv teñval hag un anv hag a zeuio da vezañ brudet pelloc'h eget bed ar vrezhonegerien, “an hini goularz”.

Er bloavezh 2010 e adkavomp ar memes spered e Karaez, tro-dro d'ar bier Coreff. Mathieu Breton ha tri c'heneil all a zo bremañ e penn an afer. Arouez ar bier n'eo ket mui al leon daoubennek met ur marc'h breizhat, pounner ha gouez, solut ha kreñv. Tro-dro d'ar bier kentañ e kaver bremañ 6 all, eus an hini du d'an hini melen, eus an hini bio d'an hini gwenn. “Trawalc'h a seurtoù a zo evel-se” a embann sklaer Mathieu Breton, rener ar stal abaoe daou vloaz hanter. “Bremañ e chom da wellaat ar rouedad servij a-benn kinnig un evaj gwelloc'h c'hoazh d'ar pratikoù.” Hag eñ da ziskouez an holl labourioù bet kaset da benn er vreserezh evit ma vefe gwellaet kalite ar bier.

Fest-noz vras d'an 9 a viz Here

Bep pemp bloaz eo boas renerien ar stal da aozañ ur gouel, tra ken evit ar blijadur da vodañ ar vignoned. “Pelloc'h eget pourveziñ bier d'an holl e fell deomp bezañ e-kreiz ar vuhez sokial ha sevenadurel ha reiñ lañs dezhi” a zispleg c'hoazh Mathieu Breton o venegiñ ar standoù a vo dalc'het e-pad an nozvezh-se gant kevredigezhioù evel Divyezh pe Diwan, ar c'hoant da bediñ arzourien eus ar vro da vrudañ o sonerezh. Gant ar gouel-mañ e fell dezhañ trugarekaat an holl re a laka buhez er vro evel ma klask-eñ ober. Nozvezh an davarnourien an hini e vo, pa 'z, eus bet pedet ouzhpenn 250 anezho da zont betek sal ar Glenmor. Nozvezh ar c'hevredigezhioù a vo ivez, toare, rak gortoz a reer war ouzhpenn 1 000 den.

Derc'hel sioul

Daoust d'ar vrud en deus tapet ti Coreff ha daoust d'ar c'hresk dereat a vez gant o aferioù, a vloaz da vloaz, e oar paotred ar stal chom uvel. Gouzout a reont n'int ket kalz a dra e-keñver ar broduerien vras, ha gall pe velgiat e vefent. “Dister-tre e chom pouez ar merkoù bihan e-skoaz ar merkoù bras, er gourmarc'hadoù, dreist-holl” emezañ c'hoazh. En ostalerioù, padal, n'eo ket heñvel-tre rak plijout a ra d'an dud bezañ souezhet gant blazioù ha livioù nevez. Ouzhpenn 10 % a gresk a vez gant ar stal bep bloaz hep m'o dije lakaet ar pouez war ar gwerzh ha “c'hoarvez a ra gan[te] nac'h lakaat hor bier en ostaleri pe ostaleri” rak ne fell ket dezho greskiñ forzh penaos.

Kenderc'hel gant o hent ha padout a seblant bezañ ar gerioù-stur. Evit ma vefe c'hoazh eus bloavezhioù all. Da c'hortoz, evit ar bloavezhioù o tont emaint o vont da labourat war an doare da ginnig ar bier, da embann sklaeroc'h kalite o froduioù.

Voir aussi :
Vos 1 commentaires
herve leray Le Jeudi 30 septembre 2010 11:56
ur titl "calque" penn-da-benn eus ar galleg .....
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons