Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
25 000 den tro dro ar Zad : tizhet ar pal !
Brav an amzer war maezioù Kernitron al Lann, hag e pep lec'h, babigoù, tud kozh ha yaouank ar memes pal ganto holl : diskouez nerzh ur bobl diwar ar youl da cheñch penn d'ar vazh
Par Fanny Chauffin pour Festival Taol Kurun le 11/05/13 21:54
:

Brav an amzer war maezioù Kernitron al Lann, hag e pep lec'h, babigoù, tud kozh ha yaouank ar memes pal ganto holl : diskouez nerzh ur bobl diwar ar youl da cheñch penn d'ar vazh

Koustet en deus ker feurmiñ ur viñsaskell evit dont da boltrediñ ar chadennad tud : nav vil euro memestra... Met penaos lakaat an traoù da fiñval ma ne vefe ket lakaet ar mediaoù ba'n taol ? Deuet int teir gwech da welout an dud o vanifestiñ, tri strollad kazetennerien disheñvel a bep eil. Brezel gant ar mediaoù, stourm nann-feuls, sonerezh, avaloù-douar ramzel staliet er c'hroaz-hent, bez' 'oa peadra da vezañ laouen.

Gant ma vo ar stourm-se efedus evit lakaat doareoù an dud da cheñch tamm-ha-tamm. Lakaat ar ZAD da badout gant ar pezh eo deuet da vezañ : arouez ur vuhez disheñvel, keodedourien o tapet krog en o dazont, hep leuskel anezhañ etre daouarn tud all a zibabfe evito hag en o flas. An dud-se hag a lak ar bed en arvar bemdez gant an OGM, an nukleel, ar saotradur kimiek, ha kement tra a lak buhez ar vugale hag ar boudoù bev da vont war verraat, muioc'h-mui...

Voir aussi sur le même sujet : stourm