Brest, Gwened, Roazhon : arnodenn an DCL, tremenet en un doare ofisiel gant 200 den
Sioul hag aketus eo an dud e trepasoù lise Lesage Gwened. Brav eo an amzer er maez dirak savadurioù ar GRETA. Tud yaouank a zo e leiz, tremenet ganto c'hwec'h miz pe muioc'h, evit lod anezho, en ur stummadur war ar brezhoneg gant Roudour, Stumdi, Mervent, Skol an Emsav.
Ret e oa tutañ un implijer nevez evit ur gengevredigezh anvet "Reñ da c'hoût" a seblante tost-tre ouzh hini "Radiobreizh.net".
Piv en deus lavaret e oa echu ar stourm ? Ha dazont ebet gant ar brezhoneg ?