Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Compte rendu -
19vet Taol Kurun : dizalc'h hag emren
45 abadenn ha staj, 14 kumun, 5000 a dud, bugale, tud deuet, krennarded...
Par Fanny Chauffin pour Festival Kaol Kurun le 17/12/12 21:49

45 abadenn ha staj, 14 kumun, 5000 a dud, bugale, tud deuet, krennarded...

Edito "kazetenn Taol Kurun", a-raok gouzout hiroc'h...

ha kafe filo war an tem d'ar gwener 4 a viz Genver 2013, goude fin ar bed ...

« Breizh dieub » a vez gwelet atav war an hentoù-tizh etre Naoned ha Portsall, hag e 1970 e veze gwelet ivez pa oa an ARB o lakaat rastell ar Roc'h Tredudon da darzhañ. Hag an hevelep gwirioù hon eus holl er Frañs ? N'eo ket sur : ur skinwel 100 % e korseg o deus re Gorsika, kentelioù katekiz a vez paeet en Elsass, hag e bro Euskadi, n'eo ket dav paeañ ar skolaerien war arc'hant prevez pa vez krouet ur skol dre soubidigezh… Piv a oar istor ar Vretoned ? Hor sevenadur ? Ha gouest e vefe tud Breizh da vout emren a-drugarez d'an tredan produet e Flamanville ? Hag emren omp, distag eus an alkol, ar sigaretenn, al louzoù evit kousket ? Hag emren omp en hor vuhez, en hor familh, war hol labour ? Un utopia pe un hunvre gaer e vefe an emrenerezh ? Ha ma vefe ar Vretoned kad d'ober evel an Euskariz, ar Gataluniz, ar Skosiz ? En Europa emañ ar re-se ivez. Ha n'eus nemet gouarnamantoù Bro C'hres ha Bro-C'hall na zoujont ket ouzh ar yezhoù komzet en o broioù. Ha kendalc'het e vo da vout fur ha sentus ? "

Voir aussi :