An DABU (BAFA ma karit), an diplom gall e brezhoneg 100% a vo lidet war un ton bras
Buhezourien DABU, renerien DARE, emit-hu ? Bro Gorsika, bro Euskadi, hag ar re all n'o deus ket evit ar poent an diplom buheziñ gall-se en o yezh. Chañs vat d'ar Vretoned !
A-drugarez da rener Yaouankiz ha Sportoù Breizh e 2002, d'an UBAPAR, d'ur strollad tud mennet, gallet o doa bet abaoe dek vloaz aozañ stajoù stummañ gant strolladoù bras a-walc'h (etre 12 ha 32) e brezhoneg penn da benn.
Tud zo bet war lerc'h implijet gant skoJlioù, skolajoù, e kreizennoù ha klasoù natur. Met dreist-holl ur rouedad tud laouen da grouiñ asambles (Kef Kef band, ar bladenn Balafent, strolladoù c'hoariva, hag all ...)ha bevañ traoù plijus e brezhoneg 'maez eus ar skol ha 'maez eus ar familh. Ober deus ar brezhoneg yezh ar vignoniezh, ar vakansoù, an darempredoù plijus, ar sport, hag an arzoù, yezh ar stered hag al loar ...
Neuze, poent eo d'an holl o deus graet, stummet, bet labouret e stajoù vakansoù evit ar vugale hag ar grennarded lakaat oc'h anv evit ar "Pempvet Pred" a vo er Chapel nevez etre d'ar gwener 15 a viz Gwengolo da noz hag an 18/9. Gouel, stalioù, prezegennigoù, plijadur... Degemeret e vo ar vugale ivez, met bugale an dud a gemer perzh, evit ur wech !
Titouroù 02 96 36 53 12 gant Riwanon an Habsk
pellgargañ ar fichenn enskrivan : facebook "pempvetpred" pe