Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
"Gwallgaset" : Erminig aour 2015
E Karaez hiziv e oa bodet 300 lisead ha skolajiad e sal sinema ar Gazeg c'hlas e Karaez : skignet oa bet 14 film war an 30 oa bet kaset Frouezhus
Par Fanny Chauffin pour FC le 28/05/15 18:28
:

E Karaez hiziv e oa bodet 300 lisead ha skolajiad e sal sinema ar Gazeg c'hlas e Karaez : skignet oa bet 14 film war an 30 oa bet kaset

Frouezhus ha dichortoz ar filmoù sevenet e pemp skolaj Diwan hag al lise : eured heñvelreizh gant skolaj Naoned, ar gwask gant skolaj Ar Releg, istorioù krign bev gant liseidi Karaez, filmigoù fentus gant Gwiseni, labour dic'hortoz skolajidi Plijidi... Ijin, fent, labour a-stroll ha gant ar c'hlasad a-bezh,d reist-holl evit skolaj Gwened.

Gourc'hemennoù d'an holl o deus labouret evit seveniñ ar filmoù, sikour ar re yaouank hag o kelennerien. Gant ma vo filmourien e leiz e brezhoneg da c'houde !

Erminig aour : "Gwallgaset", Skolaj ar Releg

Erminig ar senario : "Devezh kentañ va buhez" (lise Karaez)

Erminig an aktourien : "Heuliadenn SD" (Plijidi)

Erminig ar sonerezh : "Boued lipous" (Gwiseni)

Brezhoneg : "Ar c'hleñved diaouleg, Der Unfall" (Gwened)

Priz ispisial : "Piv eo homañ ?" (Plijidi)

Priz an arvesterien : "Traouigoù" (Lise Karaez)

Voir aussi sur le même sujet : deskadurezh, krouidigezh, kleweled, diwan