- Communiqué de presse -
Ur vanifestadeg vras e Plouezoc’h d’ar sadorn 22 a viz Meurzh 2025 evit kaout andic’haou
D’an 22 a viz Meurzh 2025 e vanifesto ar Bretonezed hag ar Vretoned e Plouezoc’h evit goulenn groñs di- gant an ti-kêr e vefe adaozet ar chomlec’hiañ e-doare da zoujañ penn da benn an anvioù-lec’h e brezhoneg. Mantret omp bet o welet ne oa ket teurvezet da guzul-kêr Plouezoc’h ha d’e zileuridi respont d’al lizher […]
Par pour Koun Breizh le 15/12/24 8:11

D’an 22 a viz Meurzh 2025 e vanifesto ar Bretonezed hag ar Vretoned e Plouezoc’h evit goulenn groñs di- gant an ti-kêr e vefe adaozet ar chomlec’hiañ e-doare da zoujañ penn da benn an anvioù-lec’h e brezhoneg.

Mantret omp bet o welet ne oa ket teurvezet da guzul-kêr Plouezoc’h ha d’e zileuridi respont d’al lizher a oa bet laosket en ti-kêr e miz Here tremenet, ma c’houlenne kevredigezhioù Breizh kenstroll ar 1 añ a viz Even bezañ resevet.

Ur pennad amzer a-raok, e-kerzh un emgav gant K.L.T. – Ti ar Vro Montroulez, an Itron maerez hag an eil- maer, an aotroù Jérôme Calmels e karg eus an teuliad, o doa anzavet «e oa bet graet fazioù» met nac’het krenn o doa adlakaat an traoù en o reizh.

N’eus digarez ebet gant ti-kêr Plouezoc’h hag an dud e karg eus ar chomlec’hiañ ! Gouzout a oar an holl e c’hall ar rediennoù lezennel nevez degaset gant al lezenn 3DS klotañ gant an doujañs dleet d’hon anvioù- lec’h.

Ur vezh eo gwelet Kuzulioù-kêr o freuzañ, gant arc’hant ar Vretoned, ur perzh eus identelezh Breizh hag a zo ivez ul lodenn eus glad dizanvezel an denelezh hag o nac’hañ reizhañ an traoù evit reiñ buhez en-dro da anvioù-lec’h a zo ouzhpenn mil bloaz a-wechoù, a zo karget a ster hag a istor, evel «Roc’h an dour» , «Lansa – lud» , a zo anvet evel-se abaoe ma oa deuet peizanted eus ar vro war sikour an dukez Anna, ha kement a an- vioù-lec’h all…

Kadarnaet eo bet nevez zo gant an Unesco ez eo hon anvioù-lec’h e brezhoneg ul lodenn eus glad dizanve- zel an denelezh hag e rank ar galloudoù publik doujañ anezhe.

Hiziv an deiz eo skoet ar Bretonezed hag ar Vretoned gant an dispriz diskouezet evit o yezh hag o sevena- dur, a zo bet gwall dizhet c’hoazh en amzer dremenet gant an dismeg.

Goulenn groñs a reont e vefe reizhet penn da benn an anvioù-lec’h brezhonek a zo bet drailhet-naet e kalz a gumunioù e Breizh, pe peogwir e oa genaoueg an dud, pe ne ouezent ket, pe e klaskent drougober a-ra- tozh.

Ar vanifestadeg-mañ eo an hini gentañ, met meur a hini all a vo war-lerc’h, kar mont a raint da c’houlenn justis evit o yezh dre-holl lec’h ma vo bet gloazet, diwriennet.

Goulenn a ra kevredigezhioù ar c’henstroll e vefe embannet gant servijoù ar Rannvro ur bilañs resis eus ke- ment droug zo bet graet d’hon anvioù-lec’h abaoe al lezenn 3DS evit gallout breutaat ha dislavaret an diba- boù graet. Un afer vras a zemokratelezh eo evidomp. Ar Bretonezed hag ar Vretoned a rank gouzout !

D’an 22 a viz Meurzh 2025 e vanifesto ar Bretonezed hag ar Vretoned e Plouezoc’h evit o yezh, o sevenadur hag ar glad a vo legadet ganto d’o bugale.

Roet e vo an titouroù resis diwar-benn an darvoud-se diwezhatoc’h.

Koun Breizh – Bertaign Tenant – Mémoire-BretonneAssociation à but non lucratif de droit français par la loi du 1er juillet 1901 – n° W563014064Ti ar Vro Gwened, 3 rue de la Loi – 56000 Vannes www.memoire-de-bretagne.bzh06 68 56 67 69presse [at] memoire-de-bretagne.bzh

2  0