Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
photo
- Agenda -
18vet Kampionad Breizh al Lazoù-Kanañ Eil ha Trede Rummad - 18 a viz Mae 2025 e iliz Sant Tomaz e Landerne
Deuet eo ur boaz evit Gouel Breizh aozet gant Ti Ar Vro Landerne-Daoulaz, da leuskel ur blas en e programmadur da Gampionnad Breizh al Lazoù-Kanañ. Ar bloaz-mañ e vo dalc’het ar 18vet Kampionad e iliz Sant Tomaz e Landerne. Devezh kentañ ar c’honkour gouestlet d’al lazoù-kanañ eil ha trede rummad a vo dalc’het d’ar sul 18 a viz Mae 2025.
Par Le Guillou Armelle pour Fédération Kanomp Breizh le 18/04/25 10:27

5 laz-kanañ a gemero perzh ar bloaz-mañ er genstrivadeg. Ar re a blij dezho ar sonerezh hag ar brezhoneg a c’hello dizoloiñ lazoù-kanañ liesseurt, pep hini anezho o tougen spered ha karantez Breizh.

 Trede rummad, « Selaou » :

 Al laz-kanañ nevez Ar C’hornog eus Milizag a gano e-unan en trede rummad. Ur chañs dreist eo evit ar strollad nevez da ginnig e labour d’an dud, kemer fiziañs ha bezañ kuzuliet gant ar varnerien evit kenderc’hel da vont war-raok.

En eil rummad :

 E-touez al lazoù-kanañ a gemero perzh er genstrivadeg e vo kavet Mouezh Bro Konk. Brudet eo ar strollad evit e vouezhioù tomm hag e gempennadurioù savet gant Didier Dreo, e rener ha gitarour.

Hekleo, al laz-kanañ ezel eus Landerne, renet gant Jean-Pol Kerjean a vo kavet ivez war al leurenn. Kemeret o deus perzh en holl kampionadoù lazoù-kanañ e Brezhoneg betek bremañ ha n’eo ket ar bloaz-mañ ne rint ket ! Kenderc’hel a ra Hekleo da sebezañ an dud ha d’en em ziforc’hiañ gant e roll-kanañ divoutin o meskañ kanaouennoù hengounel gant kanaouennoù keltiek nevez kempennet.

Kan Ar Vro, ar strollad eus Naoned renet gant ampartiz Guy Pouliquen, a zistroio war al leurenn goude daou vloaz ehan. Ur blijadur vras evit ar publik !

Hag evit echuiñ an devezh, ur strollad nevez war al leurenn : A Tout Bout D’Chants, eus Mespaol, renet gant Florian Desbans, a ginnigo ur c’hanadeg leun a nerzh hag a ijin !

 Ha neuze, gant piv ez aio ar maout ar bloaz-mañ ? Evit gouzout e vo ret deoc’h dont d’ar sul 18 a viz Mae e Iliz Sant Tomaz Landerne !

 Iliz Sant Tomaz (Landerne), sul 18 a viz Mae, adalek 2e goude-merenn.

 Prizioù : 8€, digoust evit ar vugale dindan 12 bloaz.

Tu zo deoc’h prenañ tikiji o vont e Ofis Touristelezh Landerne pe war lec’hienn internet Helloasso :

https://www.helloasso.com/associations/federation-kanomp-breizh/evenements/championnat-de-bretagne-des-ch-urs-2eme-et-3eme-categories-18eme-edition

1  0  
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
La fédération Kanomp Breizh, qui rassemble des chorales des cinq départements bretons, a pour objectifs :
- la promotion du chant choral breton, des chorales adhérentes, de leurs productions et de leurs activités ;
- l'organisation de festivals, concours, concerts, rassemblements et formations ;
- la mise en commun des moyens de formation et d'information pour les chorales adhérentes ;
- l'édition de musique sous toutes ses formes et sur tous supports.
[ Voir tous les articles de Fédération Kanomp Breizh]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 1) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons